Brezel ar Peloponnesos

Ar c'hevredadoù e deroù Brezel ar Peloponnesos :
  • ██ Kevre Delos ha kevredidi
  • ██ Kevre ar Peloponnesos ha kevredidi
  • Brezel ar Peloponnesos eo an anv a roer d'ar brezelioù a badas eus -431 da -404 (gant un nebeud ehanoù, Peoc'h Nikias peurgetket e 421), hag a enebas Aten, he doa graet eus Kevre Delos (savet er penn kentañ da stourm ouzh ar Bersed) un impalaeriezh sujet dezhi, ha Sparta, galloud oligarkiek ha mirour, a oa hec'h arme hoplited an nerzh kreñvañ e Bro-C'hres d'ar mare-se, hag a rene Kevre ar Peloponnesos ha Boiotia. Echuiñ a reas Brezel ar Peloponnesos gant trec'h Spartaiz ha drouziwezh Ateniz. Sellet a reer ouzh ar brezel-se evel ar vevenn a verk diwezh oadvezh klasel Bro-C'hres. Dalc'het e vo prosez Sokrates nebeut amzer goude.


    From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

    Developed by Nelliwinne